The Artist e brezhoneg !

Publié le par anteamistits

Salud deoc'h tudoù !

 

Berzh en deus graet ar filmig brudañ hon oa lakaet amañ : Jean Dujardin a oar brezhoneg !, trugarez deoc'h !

Setu hiziv ar film gwir : The Artist istitlet e brezhoneg ! Ur film gant Jean Dujardin ha Bérénice Béjo, sevenet gant Michel Hazanavicius ha deuet er-maez e 2011. Ur film gwenn-ha-du ha mut eo.

Rastellet 'zo bet gant skipailh ar film a bep seurt prizioù er bed a-bezh, en o zouez César ar film gwellañ, hini ar sonerezh gwellañ, hini ar sevener gwellañ evit Michel Hazanavicius, hini an aktourez wellañ evit Bérénice Béjo, ha piv 'oar, marteze reoù all Disul da vare an Oscars !

E-giz kustum e c'hellit sellet ouzh ar film e streaming gant Veoh, amañ :

 

Pe pellgargañ anezhañ amañ :

bouton

The_Artist_An_Team_Istits.jpg

Publié dans Filmoù

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article

S_A_V 04/03/2012 11:57

Kendalc'hit!!!!

Tu zo da gavout ur servijer all? Deuet eo torr penn rapidshare ha n'eo ket buhan, Marteze Bayfiles ...

anteamistits 04/03/2012 18:58



Trugarez vras ! Klasket 'vo kavout ul lec'hienn welloc'h, met n'eo ket anat bremañ ken !



Jo 01/03/2012 19:05

Mersi bras deoc'h da vezañ graet al labour brav-se ! N'em boa ket gwelet ar film-se c'hoazh, hag ur blijadur eo sellet outañ e brezhoneg !! Trugarez deoc'h !

anteamistits 01/03/2012 19:49



Trugarez vras !