Misfits - K01R06

Publié le par anteamistits

- - - BREAKING BAD NEWS - - -

Goude serradur al lec'hiennoù MegaUpload ha MegaVideo gant ar justis amerikan (lenn amañ) hon eus ranket kavout ul lec'hienn all evit kinnig deoc'h rann diwezhañ Misfits e streaming. Evit poent e vo implijet al lec'hienn Veoh neuze, ha klasket 'vo adkinnig deoc'h ar rannoù kentañ war al lec'hienn-se ivez evit ma c'hellfe ar re n'o doa ket bet amzer o sellet en ober. Kudenn ebet evit ar pellgargañ a vo graet c'hoazh gant RapidShare !

Setu neuze c'hwec'hvet rann Misfits e brezhoneg, a zo hini diwezhañ ar c'houlzad kentañ. Emgav a-benn un nebeut sizhunvezhioù evit an eil koulzad !

Da c'hortoz e vo kinniget deoc'h disadorn un heuliad nevez : This Is England 86. Istor ur vandennad skinhead yaouank 3 bloaz goude ar film a oa deuet 'maez e 2006.  [Titouroù diwar-benn ar film amañ : http://br.wikipedia.org/wiki/This_Is_England ]

Evit pellgargañ, klikit amañ :

bouton

Evit pellgargañ an istitloù hepken : amañ.

Emgav disadorn gant Shaun, Lol, Woody, Smell, Milky, ha Combo !

1-copie-4.jpg

Publié dans Misfits

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
T
Setu, echu ganin sellout ouzh an heuliad. Gourc'hemennoù c'hoazh evit al labour kaset da benn, ur blijadur eo lakaat an empenn da labourat gant an div yezh war an dro hep kaout da dremen dre ar
galleg (hep komz eus dizoleiñ heuliadoù filmoù). Kinniget em eus al lec'hienn da dud ar c'hentelioù-noz a roan met tud war o leve int dreist-holl ! Ul liamm em eus lakaet war ma blog mod all ! Joa

Répondre
A

Trugarez vras evit ho kerig, hag evit al liamm war ho plog. Lakaet hon eus ivez ul liamm davet ho hini !