Douar ha frankiz

Publié le par anteamistits

Kinnig a reomp deoc'h film kentañ ar vakañsoù : Land and freedom, bet sevenet e 1995 gant Ken Loach.

 

Er bloavezhioù 30, David Carr, ur c'homunour yaouank eus Liverpool, a zibab mont da stourm a-enep da soudarded Franco. Kemer a raio perzh e brezel diabarzh Bro-Spagn asambles gant tud deuet eus broioù a bep seurt ha gant mennozhioù disheñvel diouzh e re ivez a-wechoù.

 

Estreget saozneg a vez klevet er film : kastilhaneg, katalaneg, galleg, alamaneg... Da lavaret eo ar yezhoù a veze implijet er Brigadennoù Etrevroadel hag er POUM, a oa e-touez ar strolladoù a vode ar stourmerien d'ar poent-se.

 

Gellout a rit sellet ouzh ar film war-eeun, pellgargañ anezhañ pe pellgargañ an istitloù nemetken (sellet ouzh traoñ ar pennad).  Ha na zisoñjit ket kas hoc'h evezhiadennoù pe hoc'h ali deomp. Plijadur deoc'h !

 



Evit pellgargañ, klikit amañ :

bouton

Evit pellgargañ an istitloù hepken : amañ.

 

douar-ha-frankiz.png

Publié dans Filmoù

Commenter cet article