D-1 : Penaos lenn ar videoioù + profig !!!

Publié le par anteamistits

Daou zoare a vo kinniget deoc'h evit sellet ouzh an heuliadoù istitlet e brezhoneg : 

  • E streaming, war megavideo : 

Ne vo pellgarget netra gant ho urzhiataer, lennet 'vo war-eeun war internet nemetken.

Klikit war ar ront ruz e-kreiz ar video. Ur bajenn bruderezh a c'hell digeriñ : serrit anezhi ha distroit war bajenn ar video. Bremañ e welit moarvat bruderezh evit kejañ gant merc'hed koant, evit c'hoari poker pe c'hoari brezel  : klikit war ar ront gwer gant ur bir gwenn evit lañsañ ar video da vat.

 

 

Ma 'vez skrivet "Buffering" e talvez emañ ar video o kargañ. Gwelloc'h eo deoc'h chom a-sav gant al lenn en ur c'hortoz 'vefe karget mat. Ma chom stanket ar video eo kenkoulz deoc'h adlañsañ ar bajenn hag adkregiñ.

Gant megavideo e vez difennet sellet ouzhpenn 72 vunutenn. Ur wech bet sellet kement e vo ret deoc'h gortoz ur frapadig evit gellout kenderc'hel (60 munutenn dre vras). 

Evit sellet war ar skramm a-bezh, klikañ war ar pevar bir war tu-dehou ar video.

M'ho peus kudennoù gant an doare-se d'ober e c'hellit skrivañ deomp, pe klask gant an eil doare...

 

  • En ur bellgargañ, gant RapidShare : 

Gant an doare-se d'ober 'vo enrollet ar fichennaoueg war ho urzhiataer. Ne vo tu kregiñ da sellet ar rann nemet pa 'vo pellgarget da vat (seul vrasoc'h tizh ho rouedad internet, seul verroc'h an amzer pellgargañ). Setu ur skouer gant ul lodenn eus rann kentañ Misfits (ur profig a-raok warc'hoazh !) :

bouton.jpg

Klikit war ar bouton "pellgargañ", digeriñ a raio ur bajenn RapidShare evel houmañ : 

rapidshare

Klikit war "DOWNLOAD" (pellgargañ) e-kreiz ar bajenn, e gwer. Sañset e krogo diouzhtu ar bellgargadenn hag e vo tu deoc'h sellet neuze gant sikour ul lenner videoioù (QuickTime, VLC, WindowsMediaPlayer,...).

 

Setu, 'michañs eo sklaer a-walc'h ! Ma ne 'ya ket en-dro al liammoù, trugarez da gelaouiñ ac'hanomp ar buanañ ar gwellañ, en ur skrivañ da anteamistits@gmail.com 'vit ma c'hellfemp renkañ an traoù !

Plijadur deoc'h bremañ ! 

Publié dans Sikour

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article