Samedi 26 mai 2012 6 26 /05 /Mai /2012 11:35
Setu eil rann eil koulzad Misfits istitlet e brezhoneg !


Evit pellgargañ, klikit amañ :

bouton

Evit pellgargañ an istitloù hepken : amañ.

 

Emgav disadorn evit an trede rann ! 

Misfits---K02R02.jpg


Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 19 mai 2012 6 19 /05 /Mai /2012 10:10
Salud d'an holl !
Setu troioù-kaer Alisha, Curtis, Kelly, Nathan ha Simon oc'h adkregiñ, e brezhoneg marplij ! E-giz boaz e vo kinniget ur rann bep sadorn, betek fin miz Mezheven. Na zisoñjit ket pellgargañ rannoù ar c'houlzad kentañ !


Evit pellgargañ, klikit amañ :

bouton

Evit pellgargañ an istitloù hepken : amañ.

Emgav disadorn evit an eil rann ! Plijadur deoc'h !

 

Misfits---K02R01.jpg


Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 17 mai 2012 4 17 /05 /Mai /2012 13:00

Goude koulzad kentañ Misfits, This is England 86' ha Band of Brothers, adkavit troioù-kaer Alisha,Curtis, Kelly, Nathan ha Simon en eil koulzad !

Emgav disadorn war ar blog, ha na zisoñjit ket pellgargañ ar rannoù ha filmoù ! Tu zo deoc'h ivez lakaat ho chomlec'h mail er rann "newsletter" evit bezañ kelaouet eus an nevezentioù.

koulzad2.jpg


Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 12 mai 2012 6 12 /05 /Mai /2012 11:00

Setu dekvet rann Band of Brothers. Da vare fin ar brezel hag an trec'hoù diwezhañ e vo ret da baotred an Easy Company prederiañ en o dazont. Tro o do da ac'hubiñ Neizh an Erer, ti Hitler e Berchtesgaden.

Gellout a rit sellet ouzh ar rann amañ dindan, pellgargañ anezhi pe pellgargañ an istitloù nemetken (sellet ouzh traoñ ar pennad).

 

 

 

 

 

 

Evit pellgargañ, klikit amañ :

bouton

 

Evit pellgargañ an istitloù hepken :

http://www.opensubtitles.org/en/subtitles/4545504/band-of-brothers-points-br

 


Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 5 mai 2012 6 05 /05 /Mai /2012 18:40

D'ar 5 a viz Mae 1981 e varvas Bobby Sands e toull-bac'h Maze, goude 66 devezh oc'h ober harz-debriñ evit goulenn ma vefe roet muioc'h a wirioù da brizonidi bolitikel Norzhiwerzhon. 31 bloaz goude e kinnigomp deoc'h sellet pe adsellet ouzh Hunger, ur film brav ha kreñv diwar-benn stourm Bobby Sands hag e gamaraded, sevenet gant Steve McQueen e 2008.

E-giz kustum e c'hellit sellet ouzh ar film e streaming, pellgargañ anezhañ, pe c'hoazh pellgargañ an istitloù hepken.

 

Evit pellgargañ, klikit amañ :

bouton

Evit pellgargañ an istitloù hepken : amañ  

Hunger.jpg

 

Dekvet rann Band of Brothers, hag a zo an hini ziwezhañ, a vo skignet d'ar sadorn 12 a viz Mae.


Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur - Signaler un abus - Articles les plus commentés